Bab al-Mandab

Bab al Mandab

Bab al-Mandab, pe Bab el Mandeb ( باب المندب en arabeg, da lavaret eo "dor al leñvoù", ባብ ኣል ማንዳብ e tigrigneg), zo ur strizh-mor etre Djibouti hag Eritrea, en Afrika, ha Yemen, en Azia. Drezañ eo liammet ar Mor Ruz ha Pleg-mor Aden.

Ul lec'h strategel a bouez eo, rak dre ar strizh-mor-se e tremen e-leizh a listri kenwerzh, da vont eus ar Mor Kreizdouar da Veurvor Indez dre Kanol Suez ; etre 12 ha 15% kenwerzh ar bed a dremene dre Bab al-Mandab e 2023[1]. Evit beajiñ etre Europa hag Asia, an diskoulm all a dremen dre gab ar Spi mat, da lavaret eo ur veaj 6500 km hiroc'h.

  1. Red Sea, Black Sea and Panama Canal: UNCTAD raises alarm on global trade disruptions, United Nations Conference on Trade and Development, 26 a viz Genver 2024.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search